1001 Gedichten

1001 gedichten

Zet ook uw gedichten op 1001Gedichten.nl

Heeft u nog geen account? Meld u gratis aan!

Print dit gedicht
vorige gedicht

An euzhusted deñval.

Tod in Persien -- Annemarie Schwarzenbach --
Lenos Verlag, Basel -- Vorbemerkung:

-- Rakskrid --

Al levr-mañ ne da ket da reiñ nebeut a joa d'an lenner. Se ne da ket da frealziñ ha gennerzhiñ anezhañ gwech ebet, evel ma c'hell levrioù drist meur a wech gant-se, rak eo ur mennozh brudet, e piaoufe ar gouzañv un nerzh pinvidikaus, mar befe douget e doare reizh. Klevet on, e zo ar marv memes evit degas un den d'an uhelded, met kofes a ran, na gredan ket en dra-se [1]: penaos 'ta 'teufer da lammat dreist ar c'hwervoni an-unan? Ur veli re ziveizus a zo ha re zizenel ..., hag ar marv a goll e veli, hepken mar gortozer anezhañ evel an hent nemetañ aotreet deomp ha nompas dont en-dro diwarnañ, an hent nemetañ diwar hon hentoù-gantreer.

Ya, diwar-benn an hentoù-gantreer e zo al levr-mañ hag ar c'heal-greiz a zo an dispi. Ha mar en deus ar skrivagner mennad all ebet eget kensantad en e lennerioù enaouiñ, e-giz-se n'eus dare diraezus ar mennad-mañ: rak evit esperout truez ha meizerezh eo dav bezañ disklêrius hor c'hwitadennoù ha stourmet ez-kalonek hor faezhadennoù hag hor gouzañv an efed didec'hus hevelep abegoù reizh. Ma 'z omp gwech hag amzer eürus ez-tiabeg, e-giz-se n'eus ganeomp da vezañ e stumm ebet gwalleürus en hevelep doare. Hag er mare garv evel hiziv e vefe da bep hini diboan da zibab an enebour reizh hag ivez an tonkadur, ma zo an nerzh an-unan evitañ.

An haroz al levrig-mañ a zo evel-kent un haroz ken dizellezet ha n'eus ket e-tailh d'envel e enebour gwech ebet, hag an haroz-mañ a zo ker gwan ha daol kuit e armoù, a-hervez kent ar sielladur e emzaskor divrud.

Hogen an dra-se n'eus ket c'hoazh ar washañ: kalz nebeutoc'h e tigarezo al lenner, e zo disklêriet neblec'h, perak en em lez un den da vont d'an tus war-zu Persia, en un vro arallhin ha bell diouzh ar gêr, nemet da vezañ trec'het eno gant hoalerezhioù dizanv. Sur a-walc'h 'zo amañ mui eget ur wech a vezañ diwar-benn hentoù-zistro, hentoù-ziwar hag hentoù-gantreer, hag an neb chom hiziv en ur vro europat, hennezh a oar, e pe doare n'eus ket kalz a dud evit an euzhus entremar -- un entremar ranngalonus diaes tec'hel dioutañ, hag a zo santet etre diouzh un tu ar c'henstourm hiniennel evit ezhomm a beoc'h-galon pe evit youl da zisentidigezh, hag ivez an dienez danvezel bihan ha re vras, ha diouzh an tu all ar goulennoù politikel ar muiañ boutin hag evel-kent ar muiañ birvidik e-keñver an dazont armerzhel, sokial ha sevenadurel. Mar klaskont ar re yaouank evel-kent da dec'hel dioutañ -- daoust ma c'hellfent reizhabegañ ho tec'hadennoù gant rat vat -- e reont dougen an arouez-Kain un trubard-breur war dal.

E-giz-se pe dost emañ an traoù gant ar plac'h, ma teu an notennoù-mañ diwarni. Anat din e teue, e pad ma oan o terc'hel an dornskrid echu em daouarn, e rankfen sevel ur ragistor aes da lenn ha kompren: nemet e-giz-se e c'hellfen reiñ c'hoant d'al lenner ha kinnig d'an embanner ul levr gwerzhus. Met just hen ne oan ket evit ober, anez falsañ ar gwir c'heal-greiz -- se 'vefe ur gwerzh dizaotreet an hon ezhommoù eus kefred ha si-mat.

Rak an dispi, an euzhus goulloded ur galon gadarn, ha zo bet lakaet amañ dre skrid, en deus kenboent ebet gant arouez-Kain an dec'hadenn, hag edo marteze er penn-kentañ. Nann, amañ na talv mui hor skeulioù ha displegadennoù, amañ emañ un den hepken a-benn ar fin an e nerzh ...

An dizenel a stek tost-tre ouzh an dreistdenel -- hag o kas da goll kalon eo ar vrasted a Azia: gwech ebet a-enep d'an den, nemetken re vras evitañ. Pegement a bouez 'zo eno, pa un den emañ o vervel? Ha ni 'anavez un griadenn ebet mui dic'halloud eget an hini-mañ: "Un den emañ o vervel!" Nann, nep aotreadur a rank divec'hiañ ac'hanon ha skañvaat ac'hanoc'h: an dañjer ne lez ket en em dapañ hag an aon ne lez ket en em envel -- dres se a lak an dispi ken euzhus --, ha hentoù leun a euzh ez eus, ma'z eus distro ebet diwarno.

Perak marvel a-hent-all?

Deomp n'eus ket ar marv naturel, leuniañ 'ra ac'hanomp gant ranngalon. An Aziiz avat o deus lakaet anezhañ e-barzh o relijionoù evel an Netra, evel ar wir Vezañs, evel ar gwir Nerzh. Gortoz a reont anezhañ hep entremar ranngalonus; en enep dezho e zo hor buhez diempentus heptañ-se, ha zo un dra eviti hec'h unan. Tennet eus e sferenn, e dro-war-dro frealzus, -- gant an anal o sachañ a-dreuz, ar galon o lammat feuls en ur gweledva leun a gemm ha goantiz, -- e rank en em lakaat an den-mañ dindan veli an avelioù-menez, ha rog an tammig diwezhañ e spi a-dammoù memes. Da belec'h treiñ e benn? Tro-dro n'eus nemet divuhezded, renkoù-reier a vasalt arzu, gouelec'hioù-draezh melen-lorgnez, traoñiennoù-loar marv-mik, ruzelennoù-gleiz ha stêrigoù arc'hantek, ma tremen pesked zizeriet gant red warno. Da belec'h? O entremar ranngalonus, askell seizet an ene! Du-hont na treuz gwech ebet an devezh ha nozvezh e-barzh hon emouiziegezh, petra bennak ez eus un heol flamm dreist an deiz hep disheol hag e par ar sterennoù o c'houloù yen dreist an noz.

Meur a wech e plijfe d'an den-mañ briata start e boanioù hag e gleñved-ar-gêr ker c'hwerv hag e geuz, met penn-da-benn disoñjet en deus an tamall warnañ e-unan; en aner en em soñj er penn-kentañ ("Piv ez eus va heñchet betek amañ m'emaon?"). C'hoazh ur wech an nerzh-kalon da damall, c'hoazh ur wech treiñ e benn d'un hini-all, c'hoazh ur wech karout!. En em deuler 'ra en douelladenn ec'hon hag ingal evel ar mor, krediñ ha pediñ 'ra, ha disoñjal 'ra pep tra, pa sell ouzh dremm an e garantez, an euzhusted deñval. Petra evel-kent evit ober a-enep dezhi?

A, c'hoazh ur wech dihuniñ hep barr-enkrez eviti, ur wech nompas bezañ va-unan-penn ha lakaet dindan he beli! Ra vin o santout al laouen anal ar bed ennon!

A, ra vin c'hoazh ur wech o vevañ!

[Troidigezh gant 白狐]

[1] ur meneg goloet da Jezus !!

vorige gedicht
Toevoegen aan favorieten

Ingezonden door

Geplaatst op

Geef uw waardering

Op basis van 1 stemmen krijgt dit gedicht 1 van de 5 sterren.

Social Media

Tags

Hopeloosheid Leven Moed Vlucht

Reacties op ‘An euzhusted deñval.’

Er zijn nog geen reacties geplaatst bij dit gedicht, een reactie plaatsen kan hieronder!

Reageren

We gebruiken uw gegevens alleen om te reageren op uw bericht. Meer info leest u in onze Privacy & Cookie Policy.

Wilt u direct kunnen reageren zonder elke keer naam en e-mailadres in te voeren? Meld u hier aan voor een account!

An euzhusted deñval.