Medusa II

ur wech e oan furnez d'an denelezh
hag an Doueez du 'vel an noz
bremañ ez on anvet un euzhvil, ur c'horgon
re griz da sellout outi

amañ a-dreñv d'ur rideoz-a-vlev o pufal
en em guzhan diouzh lagadoù an dud
â vugale gollet Din, n'ho pezet ket aon
ha na sellit ket, pa vefe ho c'hoant !!

an Itron Me a zo, Unan ha Diniver
an Orin d'an holl ha pep tra
petra-all c'hoazh war-lerc'h da ober
eget chom o c'hortoz Va bugale

Va merc'hed ha Va mibien a gement a zo bet
gloaziet gant hag estrenaet digant ar bed-mañ
ken gwall hag e kredont kregiñ Va náered du
Va rodelloù du evit sellout ouzh Va dremm wir

o c'hortoz emaon Va bugale
ouez, dizaon, skuizh gant ar gevier
ha youlek da vervel a-dal d'ar bed-mañ
dre welout er melezour Va daoulagad digor

-- Troidigezh frank gant 白狐 --

Originele versie van Ivan Granger zie:
http://www.poetry-chaikhana.com/Publications/Real_Thirst/#medusa

© Copyright Shirogitsune

Ingezonden door

Shirogitsune

Geplaatst op

29-09-2018

Tags

Godin Gorgon Leugen Mensheid Vervreemding Waarheid