C'hoariva ar Vuhez

n'eo ket un afer a betra 'zo dereat
a bouez eo hepken penaos 'n em gavan
lâr din emañ ar gaou ganin
ingal eo din

n'eo ket un afer a rannañ war-hanter
kemer a ran ar pezh am eus ezhomm
kompren ne ran ket
e soñj dit eo dizeeun

kontañ a rez-te warnon
da c'hoari an amourouz
prederiañ war va zroioù
ha dellezout ar gopr
d'az klozañ e-barzh va divrec'h
ha gortoz
ha gortoz
ha gortoz
betek ma ri da dro

n'eo ket un afer a wirionded
linennoù ez eus plijus er poent just
lâr on ur gaouiad
evel atav e rafes

n'eo ket un afer am flijout dit
gwir eo emaout atav o ouelañ
n'eo nemet ur roll dit
er pezh-c'hoari evit hiziv

-- Troidigezh gant 白狐 --

-- Play for Today -- The Cure. [1980] --

© Copyright Shirogitsune

Ingezonden door

Shirogitsune

Geplaatst op

30-08-2017

Tags

Leugen Liefde Oneerlijkheid Teleurstelling Toneel Waarheid