Da zont en o sked.

N'he deus roet din grik diwarni.
Da vezañ frank e vefe din gwelloc'h ar marv.
War he c'himiad e ruilhe meur a záer eus he daoulagad.

Hi a l'are din:
"Ar c'himiadiñ-mañ a zo hor gouzañv ganeomp, Sappho.
Me 'ya ez-amyoulek. "

Me 'l'are dezhi: "Kae ha ra vo chañs-vat ganit,
met na fell ket dit disoñjal, piv eo lezet war da lerc'h,
lezet chadennet gant karantez !!
Ma vefes o tisoñjal ac'hanon, soñj 'ta
e pep profadenn ac'hanomp-hon-div da Wener
hag an holl tenerded, hag hon eus santet a-gevret,
ha pep tiara c'hlas-melen,
pep kurunenn vrodet a roz
hag an hini a fanouilh ha krokus
fichet en-dro da kilpenn yaouank
hag ar mir skuilhet war gern da benn
hag ar torchennoù dous, m'emaint plac'hed en o c'hourvez warno
gant holl petra plije ar muiañ dezho en o c'hichen:

evit kanañ diskanoù mouezh ebet nemet hor re,
evit ar gwez kan ebet ken da zont en o sked !!"

[Sappho #42]

Troidigezh: 白狐

NB: da Wener > Gwener > Venus > Aphrodite !!

Last two lines are the chorus > [literally]
"for singing choruses no voice but ours,
for the trees no more song/singing to come in(to) their splendour"
[en o bleuñv (bloom) > en o sked]

© Copyright Shirogitsune

Ingezonden door

Shirogitsune

Geplaatst op

13-03-2016

Tags

Afscheid Geluk Liefde Lijden Sappho Venus